Krouet eo bet OBER - kentelioù brezhoneg dre lizher - e 1932, dindan renerezh Marc'harid Gourlaouen (1902-1987).
Niverus eo an dud o deus gellet, dre ar stumm-se, deskiñ pe kaout un tañva eus ar brezhoneg.
Ar brezhoneg a zo e rummad ar yezhoù indo-europeanek. Ar yezhoù keltiek a-vremañ a zo c'hwec'h diouto:
Rann ar gouezeleg:
Gouezeleg Bro Skos
Gouezeleg Bro Iwerzhon
Gouezeleg Enez Vanav
Rann ar brezhoneg:
Brezhoneg (Breizh)
Kernevveureg (Kernev-Veur)
Kembraeg (Kembre)