Ar
brezhoneg a zo e rummad ar yezhoł indo-europeanek. Ar yezhoł keltiek
a-vremań a zo c'hwec'h diouto:
Rann ar gouezeleg:
Gouezeleg Bro Skos
Gouezeleg Bro Iwerzhon
Gouezeleg Enez Vanav
Rann ar brezhoneg:
Brezhoneg (Breizh)
Kernevveureg (Kernev-Veur)
Kembraeg (Kembre) 
Yezh hag istor
Ar brezhoneg a zo ur yezh indo-europeanek
Kelted an amzerioł kozh
a implije ur yezh merc'h d'ur yezh all anvet indezeuropek,
tost-tre ouzh yezhoł ar C'hermaned, al Latined, ar C'hresianed, ar
Slaved, ar Bersianed hag annezidi Norzh Bro Indez. Ar Sanskrit a zo ar
yezh bev tostań ouzh an indo-europeanek.
Ar yezh-mań a veze
implijet 4000 vloaz zo, ha n'hon eus roud skrid ebet diouti. A-hed ar c'hantvedoł
en em ledas an indezeuropeg war Europa a-bezh pe dost, ha betek pennoł
Bro-Indez eo bet implijet, tamm-ha-tamm, gant a bep seurt a bobloł disheńvel,
abalamour d'ar brezelioł, d'an aloubadegoł, d'ar genwerzh.
Ar brezhoneg a zo ur yezh keltiek
3000 vloaz zo e krogas ur bobl indezeuropek,
staliet etre ar Rhein, an Danau hag ar Main, da greskiń ha da vezań
anavezet a-drugarez d'hec'h arz ha d'he c'hońvers. Keltae eo bet anvet
gant ar C'hesianed ha Galli gant al Latined. Da c'houde e reas hec'h
annez war norzh Europa a-bezh hag en em veskas gant ar pobloł henvroat.
Ar pobloł keltiek a-hiziv a zeu eus ar mesk-se. Treuzkaset o deus o
sevenadur hag o yezh, anvet « keltieg kozh » ganeomp, d'ul
lodenn vras eus pobloł Europa, adalek Bro-Iwerzhon betek penn Bro-Spagn ha
betek ar Mor Du.
Gant pouez ar Chermaned en norzh hag hini al
Latined er su e souzas tamm-ha-tamm ar bobl geltiek. War ar chevandir e yeas ar yezh keltiek war-gil hag e varvas e Bro-Helvetia er bloavezh 1000 war-dro. Koulskoude e chomas bev da vat e
Breizh-Veur, e-lech ma veve div bobl keltiek, a gomze yezhoł keltiek
disheńvel, ar predeneg hag ar gouezeleg. Diwar ar gouezeleg e teu an
iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos hag ar manaeg ; diwar ar predeneg
e teu ar brezhoneg, ar c'herneveureg hag ar chembraeg.
Etre ar Vvet hag ar VIIvet kantved, e teuas Bretoned
den em staliań e Breizh-Vihan, pourchaset gant ar Saozon.
Teir lodenn disheńvel a zo e-barzh istor ar
brezhoneg :
Brezhoneg ar Rouaned
A-raok ar bloavezh 1000 e
veze komzet henvrezhoneg, brezhoneg Nominoe, ur mesk etre ar yezh komzet
gant Bretoned Enez-Veur hag hini Kelted an Arvorig.
Dar mare-mań eo,
war-dro ar bloaz 1050, e vez komzet brezhoneg ar pellań war-zu ar reter,
betek Bro Roazhon ha Bro Naoned, betek bae Menez-Mikael-ar-Mor ha Bro
Sant Nazer.
Heńvel-tre eo choazh
ouzh ar brezhoneg implijet war an inizi, dreist-holl ouzh ar cherneveureg
met ivez ouzh ar chembraeg : yezh keltiek en he fezh, gant
nebeut-tre a gerioł a orin latin, deuet war-lerch
aloubidigezh ar Romaned e Breizh-Veur. A-drugarez dar yezh e vez
gwelet ez eus ur Vro Vreizh evit mat, ur rouantelezh dizalch ha
keltiek penn-da-benn, memes ma vez gwelet el lechioł zo pobloł
och implijout yezhoł romanek o tont eus al latin a ya da get. Ar brezhoneg a vez implijet gant al lodenn vrasań
eus an annezidi ha gant tud ar renkoł uhel. Yezh ar sevenadur ha yezh
ar gwir eo.
An anvioł-lech hag an anvioł-tud a zeu war-wel
dar choulz-se.
Brezhoneg an Duged
Ar chrennvrezhoneg a zo bet implijet adalek ar
bloaz 1000 betek ar XVIIvet kantved, deuet goude aloubidigezh an
Normanded o deus damzistrujet ar vro.
Abalamour dezho eo bet distrujet ivez unaniezh
Breizh. Dilezet eo bet ar brezhoneg evit ar galleg gant duged Vreizh
adalek mare ar Grennamzer-Uhel. Tamm-ha-tamm e ya ar brezhoneg war-gil
war-zu ar chornōg.
Tud an noblańs hag ar venech, goude bezań kuitaet
ar vro, a zeu en-dro goude tregont vloaz, gallekaet e-leizh.
Breizh a chom distag eus Bro-Chall hag eus
Bro-Saoz, met he yezh ofisiel, hini al lez hag ar melestradur, ha goude
hini ar vourchizelezh, a zeu da vezań ar galleg.
Implijet
e vez atav gant ar bobl koulskoude, hag gant an noblańsed war ar maez
hag er chźrioł bihan. Ur yezh lennegel eo hag he deus bevet an
hevelep emdroadur hag ar saozneg dar choulz-se.hag a vez o en em
emdreiń war an hevelep tu hag ar saozneg dar choulz-se
.
He yezhadur a chom keltiek-tre, met he geriaoueg hag
he doare da skrivań a zo levezonet kalz gant ar galleg.
Ma vije bet ar brezhoneg yezh ofisiel an dugelezh
dar mare-se, en dije sur a-walch miret e stumm kelted-romaned, en
hevelep doare eo deuet ar saozneg ur yezh chermaned-romaned ha ket ur
yezh chermaned penn-da-benn. Ar brezhoneg-mań a zo bet implijet choazh
goude fin an dizalch ha fin Stad Vreizh hag e chomas en e stad betek
diwezh mare an emren a voe echu gant an Dispach Vras. Tud ar renkoł
renour a zilez tamm-ha-tamm ar brezhoneg evit komz galleg. Ret eo
gouzout eo ar chrennvrezhoneg ur yezh lennegel hag unvaniet, neo
ket ur yezh poblek. Bez ez eus rannyezhoł, evel-just, met no deus
stumm skrivet ebet.
Ar brezhoneg a-vremań
E-kreiz ar XVIIvet
kantved, e 1659, ez eus ur chemm bras evit ar brezhoneg gant
krouidigezh, gant an Tad Maner, dur reizhskrivadur tost ouzh doare ar yezh
komzet. Ar c'hemmadurioł a vez skrivet evit ar wech kentań, hag echu
eo gant an doare kozh da skrivań, a verke ar chlotennoł-kensonenn
hag ar rimoł diabarzh, un doare tost ouzh an doare skrivań implijet e
Bro Gembre (hag e Bro Iwerzhon), a zeue eus an amzerioł kozh, araok ma
vefe rannet ar predeneg e meur a yezh disheńvel. D'ar c'houlz-se eo ar
brezhoneg ur yezh poblel.
Disoch ar cheńchamant-mań
a zo dizunvaniezh ar brezhoneg, pep hini o skrivań en doare e vez
komzet en e vro. Lennegezh Vreizh a zo ul lennegezh rannyezhel neuze,
hini Bro Leon, hini Bro Dreger, hini Bro Gernev hag hini Bro Wened
dreist-holl.
Distreiń dan orinoł a skoazell kalz koulskoude
evit yaouankaat ar brezhoneg, peogwir eo chomet ar rannyezhioł
tostoch ouzh ar cheltieg, evit pezh a sell ouzh ar yezhadur met
ivez ouzh ar geriaoueg.
Yezhourien ha skrivagnerien an XIXvet kantved (Ar
Gonideg), ha reoł an XXvet kantved (Ernault, Vallée, Mordiern) a glask
adkavout unvaniezh ar yezh o labourat war ar brezhoneg komzet,
dreist-holl hini Bro Leon, hag o kenderchel da chlanań ar yezh en
ur dennań ar gerioł a orin galleg, evel en deus graet Dom Le
Pelletier en XVIIIvet kantved. Evit hen ober e klaskont gerioł o tont
eus an henvrezhoneg, geriaoueg ar rannyezhioł, gerioł e kembraeg hag e
krouont reoł nevez gant gwrizioł brezhon.
Tamm-ha-tamm e vez krouet ur yezh lennegel nevez,
stumm keltiek ganti, anvet brezhoneg a-vremań, enni choazh kalz a gerioł
a orin latin pe c'halleg, gwelet evel ur yezh c'hlan,
ha ket ur mesk evel ar chrennvrezhoneg pe ar saozneg.
Daoust dezhań bezań heskinet abaoe mare an
Dispach e kendalch ar brezhoneg da dreuzvevań. Hiziv, memes ma ne
vez ket implijet kalz ken war ar maez, eo deuet da vezań yezh ar
sevenadur, hini kźrioł an XXIvet kantved.
Dazont ar brezhoneg a
vez skoazellet kalz gant kelennadurezh ar yezh er skolioł-meur, gant
krouidigezh ar skolioł Diwan, e-lech ma vez implijet ar brezhoneg
adalek ar skol-vamm, gant ar skolioł divyezhek publik Divyezh, gant ar
skolioł privez Dihun hag ivez gant youl ar Vretoned a implij ar yezh
bemdez. Bez ez
eus skingomzioł ha chadennoł skinwel a ginnig un abadenn bennak e
brezhoneg, met, daoust ma vez savet goulennoł e-leizh gant an dud evit
kaout muioch a vrezhoneg war ar chadennoł publik , neus hini ebet
a skignfe abadennoł brezhoneg ingal e-pad an deiz. Koulskoude ez eus
kazetennoł, kelaouennoł ha tiez-embann, ha strolladoł choariva
ivez. Ofis ar Brezhoneg, bet krouet e 1999, a ra ar gwellań evit luskań
ha lakaat ar yezh da greskiń er vuhez sokial ha publik. E
2010 eo aet Ofis ar Brezhoneg da Ofis Publik ar Brezhoneg.
Ret
eo gouzout neo ket bet peurwiriekaet karta Europa evit ar yezhoł
bihan gant Bro C'hall choazh.
Bez ez eus 350 000 a dud a gomz brezhoneg an deiz
a-hiziv, 206000 outo hag a gomz brezhoneg war ar pemdez. |