Digor eo ar c'hentelioù Ober d'an holl re a fell dezho kregiñ da studiañ pe da wellaat ar yezh.

Bez' e c'heller kregiñ pa garer. Ar skoliad(ez) a gas e labour skrivet da reizhañ pa gar. Ar c'helenner a zo aze evit difaziañ, met ivez reiñ alioù hag evezhiadennoù.

80 kelenner a youl-vat a zo.

Un darn anezho a c'hell difaziañ dre bostel evit al liveoù 1, 2 ha 3 hepken. Ma fell deoc'h labourat gant an doare-se, goulennit digant ar sekretourva.

Skolidi 'zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol; o labour a c'hell bezañ notennet ma 'z eo a-du renerezh ar skol.

 

Enskrivadur

 

Evit ur priz izel e c'heller lakaat e anv evit heuliañ kentelioù Ober:

  35 € priz reizh.

  20 € evit ar skolidi, ar studierien, an dud dilabour (kas un testeni evit kaout an distaol-se).

 

Frejoù all

 

Golo-lizher timbret evit distro an deverioù difaziet; pe 7 € dre live, evit bezañ difaziet dre bostel (liveoù 1, 2 ha 3 hepken).

Levrioù

Priz al levrioù a zo skrivet war ar fichennoù enskrivañ. Kavet e vezont er stalioù-levrioù pe dre lizher digant sekretouriezh Skol Ober.