|
Enskrivadur
Evit ur priz izel
e c'heller lakaat e anv evit heuliań kentelioł Ober::
35 priz reizh.
20 evit ar skolidi, ar studierien, an dud dilabour
(kas un testeni evit kaout an distaol-se).
Frejoł all
Golo-lizher timbret evit distro an deverioł difaziet; pe
5 dre live, evit bezań difaziet dre bostel (liveoł 1, 2 ha 3 hepken).
Levrioł
Priz al levrioł a zo skrivet war ar fichennoł enskrivań. Kavet e vezont er stalioł-levrioł pe dre lizher digant sekretouriezh
Skol Ober.
Un nebeud reolennoł a-bouez
Deskit mat ar gerioł hag ar reolennoł yezhadur.
Mhoch eus ar pladennoł pe an enrolladennoł e stumm MP3, selaouit anezho en un doare aketus, evit deskiń distagadur ar gerioł hag en em voazań diouzh taol-mouezh ar
yezh.
Na ankouait ket lakaat ur golo-lizher timbret a-gevret gant hoc'h anv ha chomlec'h evit distro ho poelladennoł, nemet ma hoc'h eus dibabet an doare dre bostel war ho follenn enskrivań. Neuze, ho poelladennoł a zo d'ober en ur stumm bizskrivet war-eeun ha da vezań kaset dre
bostel.
Ho kentelioł a zo da gas hini-ha-hini, ha n'eo ket a-div pe a-deir hep asant ho
tifazier.
Lezit ur marz 5 sentimetr d'an nebeutań evit an evezhiadennoł.
Un hanter bajennad wenn, paneve unan a-bezh, e dibenn ar gentel, a c'hellfe bezań talvoudus d'ho kelenner evit displegań deoc'h traoł zo dre ar
munud.
Na skrivit ket re stank ho poelladennoł, lezit linennoł gwenn etre ar respontoł.
Skrivit en un doare sklaer ha bezit truez ouzh daoulagad ho tifazier. Gallout a rit ivez kas ho poelladennoł en un doare
skriverezet.
N'ankouait ket menegiń niverenn ar gentel hoc'h eus studiet.
M'hoc'h eus ur yezhadur, lavarit e anv d'ho tifazier. Gallout a raio gant-se merkań deoc'h ar pennadoł da lenn pe da adwelout.
Kentań kentel
Lennit ha studiit, gant aked, ar gentel gentań, he yezhadur hag he geriaoueg. Da choude, grit ar poelladennoł a ya
asambles.
Goude bezań resevet ho poelladennoł difaziet, e c'hellit studiań ar gentel da heul neuze.
Titouroł all
Digor eo ar c'hentelioł Ober d'an holl re a fell dezho kregiń da studiań pe da wellaat ar
yezh..
Bez' e c'heller kregiń pa garer. Ar skoliad(ez) a gas e labour skrivet da reizhań pa gar. Ar c'helenner a zo aze evit difaziań, met ivez reiń alioł hag evezhiadennoł.
80 kelenner a youl-vat a zo.
Un darn anezho a c'hell difaziań dre bostel evit al liveoł 1, 2 ha 3 hepken. Ma fell deoc'h labourat gant an doare-se, goulennit digant ar
sekretourva.
Skolidi 'zo n'hellont ket kaout kentelioł en o skol; o labour a c'hell bezań
notennet ma 'z eo a-du renerezh ar skol.
Perak deskiń brezhoneg?
Kelennadurezh ar brezhoneg dre lizher a zo un doare divoutin, a glot gant ar stummadurioł klasel.
Gant hor stummadur eo posupl :
dem en enskrivań a-hed ar bloaz,
da heuliań kentelioł en un doare reoliek, neus
ket ezhomm mont dul lech ispisial evit hen ober,
da heuliań kentelioł eus n'eus forzh peseurt lec'h
er bed a-bezh,
da studiań da bep oad ha da bep live,
da labourat hervez e dizh,
dimplijout an doare dre lizher pe an doare dre
bostel evit bezań difaziet,
da zeskiń pe da wellaat e vrezhoneg,
dar Vrezhonegerien a-vihanik da zeskiń lenn ha
skrivań o yezh,
da glotaat stummadurioł all,
den em brientiń evit tremen arnodennoł a bep
seurt,
da glotaat un ezhomm ispisial.
Un testeni-studi a vez roet da bep hini en deus
echuet ul live.
|