Test – Ni a gomz brezhoneg

 

Saludiñ ha demata / Saluer et dire bonjour

Salud!

Herve ha Nolwenn.
Herve: Salud dit, Nolwenn.
Nolwenn: Salud dit, Herve.
Herve: Mat an traoù ganit?
Nolwenn: Ya, mat-tre. Ha ganit?
Herve: Mat-tre ivez.

Demat!

An Aotrou Skouarneg hag an itron Penneg.
An Aotrou Skouarneg: Demat deoc'h, Itron Penneg.
An Itron Penneg: Demat deoc'h, Aotrou Skouarneg.
An Aotrou Skouarneg: Mont a ra mat ganeoc'h?
An Itron Penneg: Ya, mont a ra mat ganin. Ha ganeoc'h?
An Aotrou Skouarneg: Mat a-walc'h.
An Itron Penneg: Ha gant an itron Skouarneg?
An Aotrou Skouarneg: Mat-tre, trugarez. Ma! Kenavo deoc'h, Itron Penneg.
An Itron Penneg: Kenavo deoc'h, Aotrou Skouarneg.

 

Gerioù nevez / Mots nouveaux

an le, la, les
aotrou monsieur
a-walc'h assez
demat bonjour
dit à toi
ganeoc'h avec vous
ganit avec toi
gant avec
ha, hag et
itron madame
ivez aussi
kenavo au revoir
ma! bon!
mat bon, bien
mat-tre très bien
mont a ra ça va
paotr gars, garçon
plac'h fille
salud salut
traoù choses
trugarez merci
ya oui

 

Soniadouriezh / Phonétique

1. Distagadur / prononciation

Mat. Notez bien la prononciation de ce mot. D'abord la voyelle, longue, [a:].
Ensuite la consonne finale: devant un mot commençant par une voyelle, la consonne t devient [d]. On prononce ['ma:de] (mat eo), et [ma:daw'ax] (mat a-walc'h).
 

2. Taol-mouezh / Accent

L'accent tonique est généralement sur l'avant dernière syllabe: salud, ivez, trugarez, aotrou....
Certains mots sont cependant accentués sur la dernière syllabe: a-walc'h, demat, Itron, ganin, ganit, ganeoc'h, kenavo....

 

Yezhadur / Grammaire

1. Prépositions

Notez les formes dit et deoc'h de la préposition da, et les formes ganin, ganit de la préposition gant, accentuées sur la dernière syllabe.
Notez dit, ganin, à la 2ème personne du singulier, et deoc'h, ganeoc'h à la 2ème du pluriel.
 

2. Article

Remarquez que l'article an se met devant Aotrou, Itron, quand on parle de la personne, et s'omet quand on s'adresse à elle (comme en italien, en espagnol...):
- Demat deoc'h, Aotrou Skouarneg.
- Mat an traoù gant an itron Skouarneg?

 

Poelladennoù / Exercices

1. Prononcer en effectuant correctement les liaisons

1. Mat an traoù?
2. Mont a ra mat?
3. Mont a ra mat ivez?
4. Mat an traoù gant an aotrou hag an itron Penneg?
 

2. Mettre dans l'ordre les mots de la conversation

Soaz: Traoù mat ganit an Anna?
Anna: Tre ha Soaz, ganit mat?
Soaz: Ivez tre – mat.
 

3. Compléter les conversations avec des mots de la leçon

a) - .... a ra .... ...., .... Keruhel?
- Ya, .... .... .... ..... Ha ....?
 
b) - .... an .... ...., Alan?
- ...., .... an .... .....

 

Troit e brezhoneg / Traduire en breton

1. Salut, Erwan.
2. Salut.
3. Tu vas bien?
4. Oui, ça va. Et toi?
5. Assez bien.
 
6. Bonjour, monsieur Riou.
7. Bonjour, madame Lagadeg. Vous allez bien?
8. Oui, assez bien.
9. Monsieur et madame Frieg vont bien aussi?
10. Très bien. Et vous?
11. Très bien aussi.

 

Back - Correction